bible.software › Levr Daniel › Levr Daniel 3 › Levr Daniel 3:95
Levr Daniel 3:95
Ha Nabukodonosor gan̄d eur vouéz gré a lavaraz: Benniget ra vézô hô Doué, da lavaroud eo, Doué Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, péhini en deûz kaset hé éal, hag en deûz dieûbet hé servicherien, péré hô deûz krédet enn-han̄, péré hô deûz énébet out gourc’hémenn ar roué, hag hô deûz rôet hô c’horfou, évit na zervichen̄t két, ha na azeûlchent két doué all é-béd néméd hô Doué hô-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In Context
94Hag ar brin̄sed, hag ar pennou-brô, hag ar varnérien, ha ré vrâz léz ar roué ô véza bét strollet, a zellé gan̄t souez oud ann dûd-zé, ô véza n’en dôa bét ann tân ners é-béd war hô c’horfou, ha na oa két bét dévet eur vléven eûz hô fenn, ha na oa két bét névézet hô diḻad, ha na oa két deûet c’houéz ann tân war-n-ézhô.
96Lakaad a rann éta da c’hourc’hémenn, pénaoz piou-bennâg, a bép pobl, a béb brôad, a béb iéz-bennâg é vézô, hag en dévézô drouk-komzet oud Doue Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, a vézô dispennet, hag hé dî a vézô diskarret: rak n’eûz Doué all é-béd a helché dieûbi enn doaré-zé.
Read all of Levr Daniel 3
This Verse In Other Editions
Study Levr Daniel 3:95