Levr Daniel 4:14
Kémen̄t-sé a zô bét gourc’hémennet gan̄d ar ré a veḻ, lavar ha goulenn ar zen̄t eo; kén na anavézo ar ré-véô pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, pénaoz é rô anézhô da néb a gar, hag é laka war-n-ézhô ann distéra eûz ann dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 31:12Diavésidi, hag ar ré grisa eûz ar brôadou, a drouc’hô anézhi, hag hé zaolô war ar ménésiou; hé skourrou a gouézô a bép tû a-héd ann traon̄iénnou, hag hé bran̄kou a vézô torret war holl rec’hier ann douar; hag holl boblou ann douar en em dennô a zindân hé skeûd hag a zilézô anézhi.
Daniel 3:4Hag ann embanner a c’harmé gan̄d eur vouéz gré: Ouz-hoc’h poblou, breûriézou, ha tûd a béb iéz, eo lavaret,
Daniel 4:23Hôgen ével ma eo bét gourc’hémennet ma vijé miret taol ar wézen hag hé grisiou; ével-sé é choumô d’id da rouan̄télez, goudé m’az pézô anavézet pénaoz péb galloud a zeû eûz ann én̄v.
Daniel 5:20Hôgen goudé ma eo bét savet hé galoun, ha ma eo bét startéet hé spéred er balc’hder, eo bét diskaret eûz hé drôn, ha tennet hé c’hloar digan̄t-han̄: