Levr Yehezkel 31:12
Diavésidi, hag ar ré grisa eûz ar brôadou, a drouc’hô anézhi, hag hé zaolô war ar ménésiou; hé skourrou a gouézô a bép tû a-héd ann traon̄iénnou, hag hé bran̄kou a vézô torret war holl rec’hier ann douar; hag holl boblou ann douar en em dennô a zindân hé skeûd hag a zilézô anézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 34:5Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in?
Ezekiel 30:11Hé lakaad a rinn da zon̄t, hén̄ hag hé bobl, hag ar ré gréva eûz ar brôadou, évit kolla ann Éjipt; hag hî a dennô hô c’hlézé war ann Éjipt, hag a leûniô ar vrô a gorfiou-marô.
Ezekiel 32:12Gan̄t klézéier ar ré gré é tiskarinn da lôd brâz a dûd: didrec’huz eo ann holl vrôadou-zé; hag hi a gasô-da-gét balc’hder ann Éjipt, hag hé holl dûd a vézô bévézet.
Ezekiel 35:8Leûnia a rinn hé vénésiou gan̄d ar ré eûz hé dûd a vézô bét lazet; enn da grec’hiennou, hag enn da draon̄iennou, hag er frouden é kouézin̄t dindân ar c’hlézé.
Daniel 4:11A c’harmaz-kré, hag a lavaraz: Diskarit ar wézen, ha trouc’hit hé skourrou; hejit hé déliou, ha skiñit hé frouez; ra déc’ho al loéned a zindan-hi, hag ann evned eûz hé skourrou.
Nahum 3:17Da warded a zô ével ar c’hiḻeien-raden, ha da vugaligou ével kiḻeienigou-raden, peré a arzaô war ar c’haéou pa eo ien ann amzer: hôgen pa zâv ann héol, hî a nich, ha na anavézeûr mui al léac’h é pehini édon̄t.