bible.software › Levr Daniel › Levr Daniel 4 › Levr Daniel 4:21
Levr Daniel 4:21
Ha chétu aman̄ ann displég eûz a varn ann Uc’hel-brâz, a zô bét douget war ar roué, va aotrou:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Whose leaves were fair, and the fruit thereof much, and in it was meat for all; under which the beasts of the field dwelt, and upon whose branches the fowls of the heaven had their habitation:
In Context
20Neûzé é wélaz ar roué ann hini a veḻ hag a zô san̄t ô tiskenni eûz ann én̄v, hag ô lavarout: Diskarit ar wézen, ha dispennit-hi; hôgen list enn douar hé zaol hag hé grisiou; ra vézô éréet gan̄d eur chaden houarn hag arem, é-touez géot ar mésiou: ra vézô glépiet gan̄t glîz ann én̄v, ha ra beûrô gan̄d al loéned c’houéz, kén na vézô tréménet seiz amzer war-n-ezhi;
22Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned férô; foenn a zébri ével eunn éjenn, ha gan̄t glîz ann én̄v é vézi glépiet; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.
Read all of Levr Daniel 4
Cross References
Ezekiel 17:23War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz: hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.
Daniel 2:38Hag ann holl lec’hiou é péré é choum bugalé ann dûd, ha loéned ar mesiou; lékéat en deûz ivé dindân da zourn evned ann én̄v, ha pép-trâ en deûz lékéat da bléga dindân da véli; té eo éta ar penn aour.
Luke 13:19Hén̄vel eo oud eur c’hreûnen sézô a gémer eunn dén hag a laka enn hé liors. Kreski a ra, hag é teû da véza eur wézen vrâz; ha laboused ann én̄v a arzaô war hé skourrou.
This Verse In Other Editions
Study Levr Daniel 4:21