Levr Daniel 6:10
Pa glévaz Daniel pénaoz é oa bét douget al lézen-zé, éz éaz enn hé dî; hag ô tigéri prénestrou hé gampr war-zû Jéruzalem, é plégé hé zaoulin teir gwéach bemdez, hag éc’h azeûlé, hag e veûlé hé Zoué ével ma réa ken̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ar roué Darius a startaaz éta al lézen hag ar gourc’hémenn-zé.
11Ann dûd-zé éta péré a spié anézhan̄ gan̄d aket, a gavaz Daniel ô pédi hag oc’h azeûli hé Zoué.
Cross References
Ezra 9:5Ha pa genniged sakrifiz ann abardaez, é saviz eûz va glac’har, ha gan̄t va man̄tel ha va zaé roget, en em daoliz war va daoulin, hag é astenniz va daouarn étrézég ann Aotrou, va Doué.
Psalms 5:7Ann Aotrou a argarzô ann dén a skûl ar goâd hag ann dén touelluz: hôgen mé am eûz fisianz enn da drugarez zô founn-meûrbed (M).
Psalms 34:1Mé a vennigô ann Aotrou é péb amzer; hé veûleûdi a vézô bépréd em génou.