bible.software › Levr Daniel › Levr Daniel 6 › Levr Daniel 6:11
Levr Daniel 6:11
Ann dûd-zé éta péré a spié anézhan̄ gan̄d aket, a gavaz Daniel ô pédi hag oc’h azeûli hé Zoué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Then these men assembled, and found Daniel praying and making supplication before his God.
In Context
10Pa glévaz Daniel pénaoz é oa bét douget al lézen-zé, éz éaz enn hé dî; hag ô tigéri prénestrou hé gampr war-zû Jéruzalem, é plégé hé zaoulin teir gwéach bemdez, hag éc’h azeûlé, hag e veûlé hé Zoué ével ma réa ken̄t.
12Hag hî a dôstaaz hag a gomzaz oud ar roué diwar-benn ar gourc’hémenn: O roué, ha n’éc’h eûs-té két kémennet pénaoz kémen̄d dén a zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg oud douéed pé oud tûd all, néméd ouz-id, ô roué, a vézô taolet é poull al léoned? Hag ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô: Gwîr eo, hag eul lézen eo eûz ar Védied hag eûz ar Bersied, ha na hell dén hé zerri.
Read all of Levr Daniel 6
Cross References
Psalms 10:9Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
Psalms 37:32Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz; hag a glask ann tû d’hé laza.
This Verse In Other Editions
Study Levr Daniel 6:11