Levr Daniel 6:23
Neûzé ar roué a oé laouénéet-brâz; hag é kémennaz ma vijé tennet Daniel eûz ar poull; ha Daniel a oé tennet eûz ar poull, ha na oé kavet gouli é-béd enn-han̄, ô véza m’en dôa krédet enn hé Zoué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 5:20A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.
Psalms 37:40Hag ann Aotrou a skoazellô anézhô, hag hô dieûbô; hag hén̄ a dennô anézhô eûz a zaouarn ar béc’herien, hag a zavétei anézhô; ô véza ma hô deûz lékéat hô géd enn-han̄. ———— XXXVII. PSALM. Psalm David, évid ann évor eûz ar sabbat.
Isaiah 26:3Mé eo ann Aotrou a vîr anézhi; hé doura a rinn bépréd; gan̄d aoun na vé gwallet, é virann anézhi nôz-deiz.