Levr Daniel 6:24
Hag ar roué a chourc’hémennaz ma vijé digaset ann dûd hô dôa tamallet Daniel; hag hî a oé taolet é poull al léoned, hî, hag hô mipien, hag hô gragez; ha na oan̄t két éat bété gwéled ar poull, ma krogaz al loéned enn-hô, ha ma vrévchon̄t hô holl eskern.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 19:18Pénaoz é tiarbennaz ac’hanod, hag é lazaz ar ré a oa é lôst da armé, hag a oa arzaoet ker skuiz é oan̄t, ha pa oaz-té dinerzet gan̄d ann naoun, ha gan̄d al labour; ha na zoujaz két Doué.
Esther 7:10Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz. ———— VIII. PENNAD. Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.
Esther 9:25Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.
Proverbs 11:8Ann dén reiz a zô bét dieûbet eûz ann an̄ken; hag ann dén fallagr a vézô rôet enn hé léac’h.
Daniel 3:22Râg urs ar roué a hasté kalz: hag ar fourn a oa tommet enn eunn doaré direiz, ha flamm ann tân a lazaz ann dûd hô dôa taolet ennhan̄ Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago.