Levr Daniel 6:3
Hogen Daniel en dôa mui a c’halloud égéd ann holl brin̄sed hag ar pennou-brô, ô véza ma oa mui a spéred Doué enn-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 4:22Likid évez na réac’h kémen̄t-sé dibréder, ha na greskfé ann droug a-éneb ar rouéed.
Esther 10:3Ha pénaoz Mardoché, eûz a wenn ar Iuzevien, a oé da eil d’ar roué Assuérus; pénaoz é oé brâz é-touez ar Iuzevien, ha karet-brâz gan̄d hé vreûdeûr, ô klask mâd hé bobl; hag ô komza eûz ar péz a zell out péoc’h hé wenn. Bétég-henn em eûz trôet gan̄t gwirionez ar péz em eûz kavet é levriou ann Hébréed. Hôgen ar péz a zô war-lerc’h, em eûz hé gavet enn eul levr skrivet é iéz ar C’hrésianed ha gan̄d hô lizérennou. Ha koulskoudé ar pennad-zé a zô bét lékéat goudé ar penn divéza eûz al levr; hag hervez ma omb boazet da ôber, hon eûz hé verket gan̄d eunn taol, da lavaroud eo, gan̄d eur bér.
Proverbs 17:27Néb a zô fûr enn hé gomziou, a zô gwiziek ha poellek; hag ann dén gwiziek a espern ménoz hé spéred.
Ecclesiastes 2:13Hag em eûz gwélet pénaoz ar furnez a zô kémen̄t dreist ar follen̄tez, ével ma eo ar goulou dreist ann dévalien.
Daniel 5:14Klévet em eûz diwar da benn, pénaoz ez pôa spéred ann douéed; ha pénaoz eo en em gavet enn-od muioc’h a wiziégez, a boell, hag a furnez.