Levr Daniel 6:4
Hag ar roué a venné hé lakaad war ar rouan̄télez holl; hag évit-sé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a glaské ann drô d’hé damallout é kéfridiou ar roué; hôgen na helchon̄t kavout abég é-béd a damall, ô véza ma oa féal, ha na gaved enn-han̄ tamall é-béd a wall.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 14:4Hôgen hé dûd na wien̄t két pénaoz é teûé kémen̄t-man̄ a berz ann Aotrou, ha pénaoz é klaské eunn abek a-éneb ar Filistined: râg enn amzer-zé ar Filistined hô dôa galloud war Israel.
1 Samuel 18:14Hôgen Saül a gasaz soudarded évit krapa é David. Hag é oé lavaret pénaoz é oa klan̄v.
1 Samuel 22:14Hôgen David a choumé enn distrô, el lec’hiou kréva, hag hén̄ en em dennaz war vénez distrô Zif, ménez gôlôet a wéz: ha Saül a glaské anézhan̄ bemdéz; hôgen Doué n’hel lékéaz két étré hé zaouarn.
Psalms 37:32Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz; hag a glask ann tû d’hé laza.
Ecclesiastes 4:4Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.