Levr Daniel 7:24
Hôgen ann dék korn eûz ar rouan̄télez-zé, eo dék roué; hag eunn all a zavô goudé ar ré-man̄, hag a vézô galloudusoc’h égéd ar ré all ken̄t, hag a vuélai trî roué. 25 Hag hen̄ a zrouk-prézégô oud ann Uc’hel-brâz, hag a vac’hô sen̄t ann Uc’hel-brâz; hag hén̄ a grédo pénaoz é hellô névézi ann amzeriou hag al lézennou; hag hi a vézô lékéat étré hé zaouarn a-héd eunn amzer, hag amzériou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 7:7Goudé-zé é sellenn em gwélédigez nôz, ha chétu é wéliz eur pévaré loen, heûzuz, souézuz, ha gwall gré: den̄t brâz houarn en doa; dibri ha dispenna a réa, hag é vac’hé dindân hé dreid ann dilerc’h. Dishen̄vel é oa diouc’h al loéned all em bôa gwélet ken̄t; hag hén̄ en dôa dék korn.
Daniel 8:9Hôgen eûz a unan anézhô é teûaz eur c’horn bihan, hag a zeûaz braz war-zû ar c’hrésteiz, ha war-zû ar sâv-béol, ha war-zû brô ann ners.
2 Thessalonians 2:3Na zouelled dén ac’hanoc’h é nép doaré: râk na zeûi két ann deiz-zé, kén na vézô deûet ann dizunvaniez a-raok, ha na vézô gwélet é ton̄t dén ar péc’hed, mâb ar gollidigez,