Levr Daniel 8:9
Hôgen eûz a unan anézhô é teûaz eur c’horn bihan, hag a zeûaz braz war-zû ar c’hrésteiz, ha war-zû ar sâv-béol, ha war-zû brô ann ners.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 48:2Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.
Jeremiah 3:19Hôgen mé em eûz lavaret: Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou? Hag em eûz lavaret: Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.
Ezekiel 20:15Savet em eûz éta va dourn war-n-ézhan̄ enn distrô pénaoz n’hô digasfenn két enn douar em bôa rôet d’ézhô, é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag a zô ar c’hen̄ta eûz ann holl zouarou:
Daniel 7:20Ha pétrâ oa hé zék korn, en dôa oud he benn: ha pétrâ oa eunn all a oa savet, ha dirâk péhini é oa kouézet trî c’horn: ha pétrâ oa ar c’horn-zé, péhini en dôa daoulagad, hag eur génou a lavaré traou brâz, hag a oa brasoc’h éged ar ré all.
Daniel 11:16Pa zeûi enn hé énep é rai ar péz a garô, ha na vézô dén évit sével out-han̄: enn douar brudet-brâz éz ai, ha gan̄d hé zourn é vézô dispennet.