Levr Daniel 7:4
Ar c’hen̄ta a oa ével eul léon, hag en dôa diou-askel eunn er: en̄dra ma sellenn, é oé tennet hé ziou-askel diout-han̄; ha goudé, é oé savet diouc’h ann douar, hag hén̄ a choumaz war hé dreid ével eunn dén, hag é oé rôet d’ézhan̄ eur galoun dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Ha pévar loen brâz dishén̄vel ann eil diouc’h égilé a biñé eûz ar môr.
Cross References
2 Samuel 1:23Saül ha Jonatas a oa karadek-brâz ha leûn a veûrdez a-héd hô buez; ha n’in̄t két bét rannet enn hô marô; skan̄voc’h é oan̄t égéd ann éred, ha krévoc’h égéd al léoned.
Psalms 9:20Laka, Aotrou, eur reizer war-n-ézhô, évit ma wézô ar brôadou pénaoz in̄t tûd. ———— X. PSALM. Hervez ann Hébréd.
Isaiah 14:13Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.
Jeremiah 4:13Chétu é savô ével eur c’hoabren; hé girri a vézô ével eunn arné; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred; gwâ nî; râg gwastet omp.
Jeremiah 49:19Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄; râg hén̄ eo en deûz gréat pép-trâ, hag Israel eo gwalen hé zigwéz: Aotrou ann arméou eo hé hanô.