Levr Daniel 8:12
Rôet é oé d’ézhan ann ners a-éneb ar sakrifiz peûr-baduz enn abek d’ar péc’héjou; hag ar wirionez a vézô diskaret d’ann douar; hag hén̄ a rai, hag a gasô da benn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 23:9Hôgen David a zavaz ivé war hé lerc’h; hag ô véza éat er-méaz eûz ar c’héô, é c’harmaz adré d’ézhan̄, ô lavarout: Aotrou, va roué. Ha Saül a zistroaz da wélout: ha David oc’h en em strin̄ka d’ann douar, a azeûlaz,
Daniel 7:21Ha mé a arvesté, ha chétu ar c’horn-zé a réa brézel oud ar zen̄t, hag a oa tréac’h d’ézhô.
Daniel 11:28Hag hén̄ a zistrôi d’hé vrô gan̄t madou brâz: hé galoun a zavô a-éneb ar gévrédigez zan̄tel; ével-sé é rai, hag é tistrôi d’hé vrô.
2 Thessalonians 2:10Ha gan̄d ann holl douellérez ann drougiez é-kén̄ver ar ré a ia da goll, ô véza n’hô deûz kéd digéméret karan̄tez ar wirionez évit béza salvet. Dré-zé Doué a gasô d’ézhô eunn dallen̄tez vrâz, évit ma krédin̄d d’ar gaou;