Levr Daniel 8:13
Ha mé a glévaz unan eûz ar zen̄t hag a gomzé; hag eur san̄t a lavaraz da eunn all ha na anavézenn két hag a gomzé out-han̄: Bété pégeit é padô ar wélédigez diwar-benn ar sakrifiz peûr-baduz; hag ar péc’héd a zigasô ar man̄tr-zé; hag é vézô mac’het ar san̄tuar hag ann armé?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 13:18Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é klaskez-té va hanô, pa eo estlammuz?
Psalms 79:5Bété pégeit, Aotrou, é vézô drouk enn-oud; ha da-vikenn é vézô? Ha da oaz a grôgô ével tân?
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Daniel 4:10Ha mé a wélaz kémen̄t-sé dré va fenn em gwélé; hag ann hini a veḻ, hag a zo san̄t, a ziskennaz eûz ann én̄v,
Daniel 4:23Hôgen ével ma eo bét gourc’hémennet ma vijé miret taol ar wézen hag hé grisiou; ével-sé é choumô d’id da rouan̄télez, goudé m’az pézô anavézet pénaoz péb galloud a zeû eûz ann én̄v.
Daniel 7:23Hag ével-henn é lavaraz: Ar pévaré loen a vézo eur bévaré rouan̄télez war ann douar, a vézô brasoc’h égéd ar rouan̄télésiou all holl, a loun̄kô ann douar holl, hé vachô, hag hé vrévô.