The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 8

1Enn trédé bloaz eûz a rén ar roué Baltassar, é teûaz eur gwélédigez d’in. Mé Daniel, goudé ar péz em gôâ gwélet da gen̄ta,

2É wéliz enn eur wélédigez, pa édoun é kastel Susan, a zô é bro Élam: é wéliz éta enn eur gwélédigez pénaoz édoun oud dôr Ulai.

3Ha mé a zavaz va daoulagad hag a zellaz; ha chétu eunn tourz a oa enn hé zâ é-tâl ar wern, péhini en dôa kerniel uc’hel, hag unan anézhô uc’héloc’h égéd égilé, hag a greské nébeûd-é-nébeût.

4Goudé-zé é wéliz pénaoz ann tour-zé a gornié oud ar c’hûs-héol, hag oud ann han̄ter-nôz, hag oud ar c’hrésteiz, hag ann holl loéned na hellen̄t két kia out-han̄, nag en em zieûbi eûz hé zaouarn: hag hen̄ a réaz ével ma karaz, hag a zeûaz da véza brâz.

5Ha mé a arvesté; ha chétu eur bouc’h gevr a zeûaz eûz ar c’hûs-héol war-c’horré ann douar holl, ha na stoké két oud ann douar; hôgen ar bouc’h-zé en dôa eur c’horn brâz étré hé zaoulagad.

6Hag hén̄ a zeûaz bétég ann tourz korniet-zé, em bôa gwélet eon hé zâ é-tâl ann ôr, hag hén̄ a rédaz étrézég enn-han̄ gan̄d hé holl ners.

7Ha pa oé deûet tôst d’ann tourz, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é skôaz gan̄t-han̄; hag hén̄ a dorraz hé zaou gorn; ha na hellaz két ann tourz kia out-han̄; ha pa en dôé hé daolet d’ann douar, é vac’haz anézhan̄, ha dén na hellaz dieûbi ann tourz eûz hé zourn.

8Hôgen bouc’h ar gevr a zeûaz da véza brâz-meûrbéd; ha pa oé kreskét, é torraz ar c’horn brâz, hag é savaz pévar c’horn dindân-han̄ war-zû péder avel ann én̄v.

9Hôgen eûz a unan anézhô é teûaz eur c’horn bihan, hag a zeûaz braz war-zû ar c’hrésteiz, ha war-zû ar sâv-béol, ha war-zû brô ann ners.

10Hag hén̄ a zavaz bétég arméou ann én̄v; hag é lékéaz da gouéza lôd eûz ann arméou, hag eûz ar stéred, hag é vac’haz anézhô.

11Sével a réaz zô-kén bété prin̄s ann armé; hag é lamaz digan̄t-han̄ ar sakrifiz peûr-baduz, hag é saotraz léac’h hé zan̄tuar.

12Rôet é oé d’ézhan ann ners a-éneb ar sakrifiz peûr-baduz enn abek d’ar péc’héjou; hag ar wirionez a vézô diskaret d’ann douar; hag hén̄ a rai, hag a gasô da benn.

13Ha mé a glévaz unan eûz ar zen̄t hag a gomzé; hag eur san̄t a lavaraz da eunn all ha na anavézenn két hag a gomzé out-han̄: Bété pégeit é padô ar wélédigez diwar-benn ar sakrifiz peûr-baduz; hag ar péc’héd a zigasô ar man̄tr-zé; hag é vézô mac’het ar san̄tuar hag ann armé?

14Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Bétég ar pardaez hag ar min̄tin, daou vil deiz ha tri c’han̄t; hag ar san̄tuar a vézô glanet.

15P’am bôa, mé Daniel, ar wélédigez-zé, hag é klaskenn ann displég anézhi, chétu é savaz dira-z-oun é doaré eunn dén.

16Hag é kleviz mouéz eunn dén war-zû Ulai, a c’harmaz, hag a lavaraz: Gabriel, grâ d’ézhan klévout ar wélédigez-zé.

17Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.

18Ha pa gomzé ouz-in, é kouéziz war va genou d’ann douar; hag hén̄ a stokaz ouz-in, hag a lékéaz ac’hanoun da zével em zâ.

19Hag a lavaraz d’in: Mé a ziskouézô d’id ar péz a dlé da c’hoarvézout é divez ar valloz; râg ann amzer é dévézô hé divez.

20Ann tourz éc’h eûz gwélet, hag hén̄ kerniel d’ézhan̄, eo roué ar Védied hag ar Bersied.

21Ar bouc’h-gevr eo roué ar C’hrésied, hag ar c’horn braz en dôa étré hé zaou-lagad, eo ar c’hen̄ta eûz hô rouéed.

22Ar pévnr c’horn a zô bét savet goudé ma eo bét torret ar c’hen̄ta, eo ar pévar roué a zavô eûz hé vrôad, ha n’hô dévézô két eunn hévélep ners.

23Ha goudé hô rén, pa vézô kresket ar fallagriézou, é savô eur roué balc’h enn hé zremm, hag a glévô al lavariou-kuzet.

24Hé c’halloud a startai, hôgen nann dré hé ners hé-unan; gwasta a rai pép-trâ, dreist pép ménoz; kémen̄d a rai, a gasô da benn. Laza a rai ar ré gré, ha pobl ar zen̄t.

25Diouc’h he ioul, é reizô hé zourn ann toullérez; hé galoun a stambouc’hô, hag er foûnder eûz a bép-trâ é lazo kalz a dûd. Sével a rai out prin̄s ar brin̄sed, hôgen hép dourn é-béd é vézô brévet.

26Gwélédigez ar pardaez hag ar min̄tin, a zô bet diskouézet d’id, a zô gwîr; siel éta té ar wélédigez-zé, râg goudé deisiou é c’hoarvézô.

27Ha mé Daniel a gouézaz er filidigez, hag a oé klan̄v a-zoug eunn dervez-bennâg; ha pa oenn savet, é réann ôbériou ar roué, hag é oann souézet gan̄d ar wélédigez-zé, ha na oa dén évid hé displéga. ———— IX. PENNAD Ann éal Gabriel a rô da anaout da Zaniel ar préd anat eûz a zonédigez ar C’hrist.

← Levr Daniel 7Read In The App, Free →Levr Daniel 9 →

Study Levr Daniel 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112