Levr Daniel 8:2
É wéliz enn eur wélédigez, pa édoun é kastel Susan, a zô é bro Élam: é wéliz éta enn eur gwélédigez pénaoz édoun oud dôr Ulai.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 550-580) ◄ Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras Levr Tobias ► LEVR NÉHÉMIAS. ANN EIL EUZ A ESDRAS. ———— I. PENNAD. Glac’har Néhémias; hé béden da Zoué. 1 Geriou Néhémias, mâb Helc’hias. Ha c’hoarvézet eo bét é miz kasleu, enn ugen̄tved bloaz, pa édonn é kastel Susis.
Esther 2:8Pa oé éta embannet kémenn ar roue, ha pa oé kaset da Zuza kalz merc’hed kaer, a lékead étré daouarn Egéus ar spâz, Ester ivé é-touez ar ré all a oé lékéat étré hé zaouarn, évit béza diwallet gan̄d ar merc’hed all.
Esther 7:6Hag Ester a lavaraz: Hon énébour hag hon énébour touet eo Aman ar fallagr. Pa glévaz Aman kémen̄t-sé, é oé saouzanet râk-tâl, ha na hellaz két gouzan̄vi sellou ar roué hag ar rouanez,
Esther 9:11Rôet é oé râk-tâl da anaout d’ar roué ann niver eûz ar ré a oa bét lazet é Suza.
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.