Levr Daniel 9:25
Gwéz éta, ha laka évéz. Abaoé ar gourc’hémenn a vézô rôet évid assével Jéruzalem, bétég ar C’hrist blénier, é vézô seiz sizun, ha diou zizun ha trî-ugen̄t; hag al leûriou-kéar hag ar muriou a vézô assavet é amzeriou doaniuz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 4:24Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.
Ezra 7:1Hôgen goudé kémen̄t-sé, é rén Artaksersez, roué ar Bersied, Esdras, mâb Saraias, mâb Azarias, mâb Helsias,
Ezra 7:11Hôgen chétu skouér al lizer a rôaz ar roué Artaksersez da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é geriou hag é kélennou ann Aotrou, hag enn hé lidou enn Israel.
Nehemiah 2:5Hag é liviriz d’ar roué: Mar kâv mâd ar roué, ha mar d-eo hétuz da zervicher dira-z-oud, va c’hâs d’ar Judéa, da géar bésiou va zadou, évit ma savinn anézhi a névez.
Nehemiah 3:1Neûzé Éliasib, ar bélek-brâz, a zavaz, hag hé vreûdeûr ar véleien, hag é savchon̄t porz ann dén̄ved; hé san̄téla a réjon̄t, hag é savchon̄t hé fersier, ô san̄téla anézhô, bété tour ar c’han̄t ilinad, bété tour Hananéel.
Nehemiah 4:8Hag hî en em strollaz kévret évid don̄d da stourmi out Jéruzalem, hag aoza spiou d’é-omp.