Levr Daniel 9:26
Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:15Dizec’het eo va ners ével eur pôd-prî, ha va zéôd a zô en em staget out va staon̄; ha va c’haset éc’h eûz bété poultr ar béz.
Isaiah 28:2Péré a ia da ziskenni enn Éjipt hép goulenni kuzul digan-én̄; ô lakaad hô kéd é skoazel Faraon, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt.
Isaiah 53:8Râk vâ ménosiou n’in̄t két hô ménosiou, hag hoc’h hen̄chou n’in̄t két va hen̄chou, émé ann Aotrou.
Daniel 9:27Hôgen hén̄ a startai hé gévrédigez gan̄t meûr a hini enn eur zizun; hag é han̄ter ar zizun éc’h éhanô ann hostivou hag ar sakrifisou: hag heûz ann disman̄tr a vézô enn templ; hag ann disman̄tr a badô bétég ar sévénidigez hag ann divez. ———— X. PENNAD Iûn ha gwélédigez Daniel.
Daniel 11:17Trei a rai hé zremm évit kémérout hé rouan̄télez holl, hag é doaré vâd é rai enn hé gén̄ver: merc’h ar gragez a rôi d’ézhan̄, évid hé golla; hôgen na zeûi két a benn, hag hî na vézô két évit-han̄.
Hosea 1:9Hag ann Aotrou a lavaraz: Galv-hén̄ Nann-va-fobl; râk c’houi n’oc’h két va fobl, ha na vézinn két hô Toué.