Levr Ezra 4:24
Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 3:8Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
Ezra 5:5Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.
Ezra 6:15Hag hî a beûr-zavaz tî Doué ann trédé deiz eûz a viz Adar a zô ar c’houec’hved bloaz eûz a rén ar roué Darius.
Nehemiah 6:9Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé;
Daniel 11:2Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez: Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl: ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.