Levr Daniel 11:17
Trei a rai hé zremm évit kémérout hé rouan̄télez holl, hag é doaré vâd é rai enn hé gén̄ver: merc’h ar gragez a rôi d’ézhan̄, évid hé golla; hôgen na zeûi két a benn, hag hî na vézô két évit-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 56:9Ével-sé va énébourien a zistrôiô war hô c’hiz: é pé zeiz-bennâg ma c’halvann ac’hanod, éc’h anavézann pénaoz oud va Doué.
Ezekiel 4:3Kémer ivé gan-éz eur billig houarn, ha laka-hi ével eur vur houarn étré té hag ar géar: ha té a zellô out-hi gand eunn dremm stard, hag hi a vézô grounnet, ha té hé grounnô: eunn rouéz eo évit tî Israel.
Ezekiel 17:17Ha Faraon na zeûi két gan̄d eunn armé vrâz; hag eur bobl paot évit brézélékaat enn hé énep; oc’h ôber kréou, hag ô sével késtel, é lazô kalz a dûd.
Daniel 9:26Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.