Adlezenn 17:11
Ha na zistrôi két, kén n’en dévézô gwalc’het hé zaouarn war ar pardaez: ha goudé kûs-héol é tistrôi d’ar champ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Eul léac’h az pézô er-méaz eûz ar c’hamp, é péléac’h éz î war-véaz.
Cross References
Deuteronomy 5:32Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h. ———— XII. PENNAD. Gourc’hémennet eo d’ann Israélited diskara ha brévi ann idolou, paéa ann déogou hag ar bréveûdiou.
Deuteronomy 25:1Moizez éta a iéaz hag a lavaraz ann holl draou-zé da holl Israel,
Joshua 1:7En em gréva éta ha béz kalounek; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher: na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.
2 Samuel 14:19Hag ar roué a lavaraz: Ha n’é-ma két dourn Joab gan-éz é kémen̄t-sé? Hag ar c’hrég a lavaraz: Ével ma eo béô da éné, aotrou va roué, n’éz â nag a zéou nag a gleiz, kemen̄d en deûz lavaret ann aotrou, va roué: râk da zervicher Joab eo en deûz gourc’hémennet ann dra-zé d’in, hag hén̄ eo en deûz lékéat ann holl c’heriou-zé é génou da vatez.
Malachi 2:8Mar teû eunn dén da héga Doué, pérâg é hégit-hu ac’hanoun? Ha c’houi a lavar: É pétrâ é hégomp-ni ac’hanod? Enn déogou hag er préveûdiou.