Adlezenn 17:2
Ar bastard, da lavaroud eo, ann hini a zô ganet eûz a eur c’hast, n’az ai két é strollad ann Aotrou, bétég ann dékved rumm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:2Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel: Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.
Leviticus 26:25Hag é tigasinn war-n-hoc’h ar c’hlézé a ven̄jô va c’hévrédigez; ha pa en em dennot er c’heriou, é kasinn ar vosen enn hô touez hag é viot lékéat étré daouarn hoc’h énébourien,
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
Joshua 7:15Ha piou-bennâg a vézô kavet kabluz eûz ann drouk-zé, a vézô devet gan̄t kémen̄d a zô d’ézhan̄, ô véza ma en deûz torret kévrédigez ann Aotrou, ha ma en deûz gréat fallagriez é Israel.