Leviegezh 20:2
Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel: Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 17:8Lavaroud a ri ivé d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez, a gennigô eur sakrifiz-losk pé eur viktim,
Leviticus 17:15Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.
Leviticus 20:27Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô: labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô. ———— XXI. PENNAD. Dléadou ar véleien.
Leviticus 24:16Ha néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô; ar bobl holl a labézô anézhan̄, daoust mar d-eo eûz ar vrô, pé mar d-eo a-ziavéaz brô. Néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 15:35Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Ra vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé, ha ra vézô labézet gan̄t ann holl bobl er méaz eûz ar c’hamp.
Deuteronomy 13:10Évit na vézô két skuḻet ar goâd dinam é-kreiz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué é kers, gan̄d aoun na zeûjez da véza tamalluz a skûḻ goâd.