Levr Yirmia 14:15
Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
Jeremiah 8:13Hag ann Aotrou a lavaraz: ô véza ma hô deûz dilézet va lézen, em boa rôet d’ézhô, ha n’hô deuz két sélaouet va mouéz, ha n’hô deûz két baléet enn-hi;
Jeremiah 29:20Hô bugalé a vézô ével ken̄t, hag hô strollad a choumô stard dira-z-oun; ha mé a emwélô ar ré holl a heskin anézhô.
Ezekiel 13:9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.