The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 18

1Mar kémer eunn dén eur c’hrég, ha mar d-â gan̄t-hi; ha ma na gâv két hî trugarez dirâg hé zaoulagad, enn abek da eunn dra louz-bennâg, é skrivô-hén̄ eul levr-rann, hé rôi d’ézhi enn hé dourn, hag a gasô anézhi kuît eûz hé dî,

2Pa vézô éat-kuît, mar kemer eunn ozac’h all,

3Ha mar teû ivé hé-man̄ d’hé c’hasaat, ha da rei d’ézhi eul levr-rann, ha d’hé c’hâs-kuît eûz hé dî; pé mar teû zô-kén da vervel;

4Ann ozac’h ken̄ta na hellô két hé c’hémérout da c’hrég, ô véza ma eo bét saotret hî, ha ma eo deûet da véza argarzuz dirâg ann Aotrou: na laka két da béc’hi ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers.

5Pa en dévézô eunn dén kéméret eur c’hrég a névez a vézô, na d-ai két d’ar brézel, ha na vézô rôet d’ézhan̄ karg hollek é-béd; hôgen en em rei a rai d’hé dî hép gwall é-béd, évit ma en em laouénai gan̄d hé c’hrég é-pâd eur bloaz.

6Na géméri két é gwéstl ar méan-vilin izéla nag ann uc’héla; râk bividigez eunn den eo a vé kenniget d’id.

7Mar béz kavet eunn dén ô spia hé vreûr eûz a vugalé Israel, ha mar kémer ar gôbr anézhan̄ goudé ma vézô gwerzet gan̄t-han̄, é vézô lazet; hag e tenni ann droug eûz da greiz.

8Mir gan̄t préder na gouézi é gouli al lovren̄tez; hôgen grâ kémen̄d a zeskô d’id ar véleien eûz a wenn Lévi, diouc’h ar péz em eûz gourc’hémennet d’ézhô; ha grâ-hén̄ gan̄d évez.

9Hô pézet koun eûz ar péz a réaz ann Aotrou hô Toué da Vari enn hen̄t, goudé ma oec’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

10Pa c’houlenni digan̄d da nésa eunn dra-bennâg a dlé d’id, n’az î két enn hé dî évit kâs eur gwéstl gan-éz;

11Hôgen er-méaz é choumi enn da zâ, hag hén̄ a gasô d’id ar péz en dévézô:

12Ha mar d-eo paour, ar gwéstl na choumô két héd ann nôz enn da dî;

13Hôgen hé zisteûrel a ri d’ézhan̄ râk-tâl abarz kûs-héol; évit ma kouskô enn hé wiskaman̄t ha ma vennigô ac’hanod, ha ma vézi kavet gwirion dirâg ann Aotrou da Zoué.

14Na zinac’hi két hé c’hôbr d’ann ézommek ha d’ar paour, daoust pé eo da vreûr, pé eunn diavésiad a choum gan-éz enn da zouar, hag enn diabarz eûz da bersier:

15Hôgen disteûrel a ri d’ézhan̄ enn hévélep deiz gôbr hé labour, abarz kûs-héol, ô veza ma eo paour, ha ma vév diout-han̄: gan̄d aoun na c’harmché enn da énep étrézég ann Aotrou, ha na vé nivéret d’id évit péc’hed.

16Na vézô két lazet ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou; hôgen pep hini a varvô évid hé béc’hed hé unan.

17Na dorri két ar gwîr é-kén̄ver ann diavésiad, nag é-kén̄ver ann emzivad, ha na géméri két évit gwéstl diḻad ann in̄tan̄vez.

18Az péz koun pénaoz oud bét sklâv enn Éjipt, ha pénaoz ann Aotrou da Zoué en deûz da dennet ac’hanô: râk-sé eo é c’hourc’hémennann d’id ôber ann dra-man̄.

19P’az pézô médet da éd enn da bark, hag az pézô lézet eur valan dré an̄kounac’h, na zistrôi két évid hé c’hémérout; hôgen hé lézel a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez, évit ma vennigô ac’hanod ann Aotrou da Zoué é holl labour da zaouarn.

20P’az pézô dastumet frouez ar gwéz olived, na zistrôi két évit dastumi ar péz a vézô choumet war ar gwéz; hôgen hô lézet a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez.

21P’az pézô dastumet frouez da winien, na zastumi két ar bôdou-rezin a vézô choumet, hôgen béz’ é vézin̄t évid ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez.

22Az péz koun pénaoz oud bét da-unan sklâv enn Éjipt; ha râk-sé eo é c’hourc’hémennann d’id ôber ann dra-man̄. ———— XXV. PENNAD. Kastiz ar skourjez. Breûr dalc’het da zimézi gan̄d in̄tan̄vez hé vreûr. É tléeur da vévézi Amalek.

← Adlezenn 17Read In The App, Free →Adlezenn 19 →

Study Adlezenn 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334