Adlezenn 25:16
Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Chétu té a ia da gouska gan̄d da dadou, hag ar bobl-man̄ a zavô hag en em zaotrô gan̄d douéed a-ziavéaz enn douar éz â da choum enn-han̄; hag énô é tilézô ac’hanoun, hag é torrô ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Hag ann Aotrou en em ziskouézaz énô er peûl-koabr, a arzaôaz oud dôr ann tabernakl.
Cross References
Deuteronomy 18:12Ha mar d-eo paour, ar gwéstl na choumô két héd ann nôz enn da dî;
Proverbs 11:1Ar valan̄s touelluz a zô argarzuz dirâg ann Aotrou; hag ar poéz reiz a zô hétuz d’hé ioul.
Amos 8:5O lavarout: Pa vézô éat ar mîz é-biou, évit ma werzimp hor marc’hadourez, hag ar Sabbat, évit ma lakaimp hon éd er-méaz, ma vihanaimp ar ven̄t, ha ma kreskimp ar sikl, ha ma poézimp gan̄t balan̄sou touelluz.