Levr Amos 8:5
O lavarout: Pa vézô éat ar mîz é-biou, évit ma werzimp hor marc’hadourez, hag ar Sabbat, évit ma lakaimp hon éd er-méaz, ma vihanaimp ar ven̄t, ha ma kreskimp ar sikl, ha ma poézimp gan̄t balan̄sou touelluz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Sélaouit ann dra-zé, c’houi péré a vâc’h ar béorien, hag a laka da vervel tavan̄teien ann douar,
Cross References
Leviticus 19:36Bézet reiz ar valan̄s, ha reiz ar poésiou, reiz ar boézel, ha reiz ar sestier. Mé eo ann Aotrou hô Toué, en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt.
Numbers 28:11Hôgen er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, seiz oan bloaz dinam,
Deuteronomy 25:15Hag ann Aotrou en em ziskouézaz énô er peûl-koabr, a arzaôaz oud dôr ann tabernakl.
Nehemiah 13:15Enn deisiou-zé é wéliz tûd é Juda, péré a waskellé é deiz ar sabbat, péré a zougé malanou, hag a vec’hié war azéned gwîn, ha rézin, ha fiez, ha bec’hiou a bép doaré, évit digas da Jéruzalem é deiz ar sabbat. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’ézhô na werzchen̄t mui néméd enn deisiou é péré é oa aotréet gwerza.
Psalms 81:3Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.
Proverbs 16:11Ar poéz hag ar valan̄s reiz a zô d’ann Aotrou; hag hé holl ôberiou a zô ével mein ar zac’h.