Adlezenn 5:21
Évit ma paotô da zeisiou, ha deisiou da vugalé, enn douar en deûz touet ann Aotrou hé rôjé d’ézhô keit ha ma vézô ann én̄v a-ziouc’h d’ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Hô skriva a ri war dreûzou ha war zôr da dî;
Cross References
2 Samuel 11:2É keit-sé, é c’hoarvézaz pénaoz David a zavaz eûz hé wélé goudé krésteiz, hag a valéé war lein ti ar roué: hag hén̄ a wélaz eur c’hrég dira-z-han̄, péhini en em walc’hé war lein hé zî; hag ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.
Job 31:9Mar d-eo bét touellet va c’haloun gan̄d eur c’hrég, ha ma em eûz aozet spiou oud dôr va miñoun;
Micah 2:2C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk: a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.
Luke 12:15Goudé é lavaraz d’ézhô: Gwélit hag en em virit out pép pizoni: râg é pé paodder-bennâg ma véz eunn dén, hé vuez na zalc’h kéd oud ar péz en deûz.
Romans 13:9É-ken̄ver ar Jen̄tiled, n’hô deûz da veûli Doué néméd diwar-benn hé drugarez, ével ma eo skrivet: Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.
Hebrews 13:5Ma éz eûz hini ac’hanoc’h hag a ziouerfé furnez, goulennet digan̄d Doué, péhini a rô d’ann holl gan̄t largen̄tez, hag hép rébech: hag é vézô rôed d’ézhan̄.