Aviel Lukaz 12:15
Goudé é lavaraz d’ézhô: Gwélit hag en em virit out pép pizoni: râg é pé paodder-bennâg ma véz eunn dén, hé vuez na zalc’h kéd oud ar péz en deûz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Dén, piou en deûz va lékéad da varner pé da ranner war-n-hoc’h?
Cross References
Joshua 7:21O véza gwélet é-touez ann diwisk eur van̄tel tané mâd-meûrbéd, ha daou c’han̄t sikl arc’han̄t, hag eur réolen aour eûz a han̄ter-kan̄t sikl, é teûaz c’hoan̄t d’in d’hô skrapa. Hag ô véza hô c’héméret, e kuziz anézhô é-kreiz va zelt, hag é lakiz ann arc’han̄t enn eunn toull enn douar.
Job 2:4Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Kroc’hen évit kroc’hen, ha kémen̄d en deûz ann dén, a rôi évid hé vuez.
Psalms 10:3Râg ar péc’her a zô meûlet é ioulou hé éné, hag ar fallagr zô benniget,
Psalms 62:10Na likid két hô kéd er fallagriez, ha na c’hoan̄tait két traou laéret. Ma hoc’h eûz kalz a vadou, na stagit két hô kaloun out-hô.
Proverbs 15:16Gwell eo d'é-omp kaout nebeût gan̄t doujan̄s ann Aotrou, égéd kaout ten̄zoriou brâz né d-omp két évit kaout hor gwalc’h anézho (T).
Proverbs 23:4Na labour két évit pinvidikaat, hôgen laka harzou oud da boell.