The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 5

1Kâr éta ann Aotrou da Zoué, ha mîr é péb amzer hé gélennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou, hag hé c’hourc’hémennou.

2Anavézit hiriô ar péz na oar két hô pugalé, peré n’hô deûz két gwélet kastiz ann Aotrou hô Toué, hé ôberiou brâz, hag hé zourn kré, hag hé vréac’h astennet.

3Ann arwésiou hag ann ôberiou en deûz gréat é-kreiz ann Éjipt war ar roué Faraon, ha war hé holl zouar,

4Ha war holl armé ann Éjiptianed, ha war hô c’hézek, ha war hô c’hirri: é pé zoaré douréier ar môr Rûz a c’hôlôaz anézhô, p’az éan̄t war hô lerc’h, hag ann Aotrou a vévézaz anézhô bétég-henn:

5Ha pétrâ en deûz gréat enn hô kén̄ver enn distrô, kén na oc’h deûet el léac’h-man̄;

6Hag é-kén̄ver Datan hag Abiron, mipien Eliab, a oa mâb da Ruben: pénaoz ann douar ô tigeri hé c’hénou a loun̄kaz anézhô, gan̄d hô ziez, hag hô zeltou, ha kémen̄t trâ a oa d’ézhô é-kreiz Israel.

7Hô taoulagad hô deûz gwélet ann holl ôberiou brâz en deûz gréat ann Aotrou,

8Évit ma virot hé holl gélennou a c’hourc’hémennann hiriô d’é-hoc’h, ha ma hellot mon̄d-ébarz, ha kaout enn hô kers ann douar é péhini éz it;

9Ha ma vévot pell-amzer enn douar é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag en deûz lavaret ann Aotrou gan̄t lé hé rôjé d’hô tadou ha d’hô gwenn.

10Râg ann douar é péhini éz îd évid hé berc’henna, né két ével douar ann Éjipt a béhini oc’h deûet er méaz, é péléac’h goudé béza taolet ann hâd, é tigaseur dour évid hé c’hlépia, ével ma réeur el liorsou:

11Hôgen eunn douar ménésiek ha kompézenneg eo, péhini a c’hortoz glaô ann én̄v;

12Eunn douar, a zell out-han̄ bépréd ann Aotrou da Zoué, ha war béhini éma hé zaoulagad adalek dérou ar bloaz bétég ann divez.

13Mar sen̄tit éta out va c’hélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô, da garout ann Aotrou hô Toué, ha d’hé zervicha a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné;

14É rôi glaô d’hô touar enn hé amzer, abréd ha divézad, evit ma tastumôt éd, ha gwîn, hag éôl,

15Ha foenn eûz hô parkou évit boéta hô loéned; ha péadrâ d’én em voéta ha da gaout hô kwalc’h hoc’h-unan.

16Likid évez na zeûjé hô kaloun da véza touellet, ha na bellafac’h diouc’h ann Aotrou, ha na zervichac’h douéed a-ziavéaz, ha na azeûlfac’h anézhô;

17Ha na zeûjé ann Aotrou da zével drouk enn-han̄, da zerra ann én̄v, ha da virout oud ar glaô na gouézché, hag oud ann douar na rôjé hé frouez, ha na vijac’h buan bévézet diwar ann douar mâd-meûrbéd éz a ann Aotrou da rei d’é-hoc’h.

18Likiid ar geriou-man̄ d’in enn hô kalounou, hag enn hô spérédou, ha skourrit-hô da arouéz enn hô taouarn, ha likit-hô étré hô taoulagad.

19Deskit-hô d’hô pugalé évit m’hô dévézo koun anézhô; ha pa vézi azézet enn da dî, ha pa gerzi enn hen̄t, ha pa gouski, ha pa zavi.

20Hô skriva a ri war dreûzou ha war zôr da dî;

21Évit ma paotô da zeisiou, ha deisiou da vugalé, enn douar en deûz touet ann Aotrou hé rôjé d’ézhô keit ha ma vézô ann én̄v a-ziouc’h d’ann douar.

22Râk mar mirit ar c’hélennou a chourc’hémennann d’é-hoc’h, ha ma sévénit anézhô; mar karit ann Aotrou hô Toué, ha mar kerzit enn hé holl hen̄chou, oc’h en em unani gan̄t-han̄;

23Ann Aotrou a vévézô ann holl vrôadou-zé a zira-z-hoc’h; ha c’houi a berc’hennô hô brô, pétrâ-bennâg m’az in̄t brasoc’h é niver ha kréoc’h égéd-hoc’h.

24Kémen̄t léac‘h en dévézô moustret hô trôad, a vézô d’é-hoc’h, adaleg ann distrô, hag al Liban, hag ar ster brâz a Eûfrat bété môr ar c’hûs-héol, é vézô hoc’h harzou.

25Hini é-béd na choumô enn hé zâ dira-z-hoc’h. Ann Aotrou hô Toué a rôi ann heûz hag ar spoun̄t ac’hanoc’h war ann holl zouar a dléit da voustra, ével ma en deûz hé lavaret d’é-hoc’h.

26Chétu é lakaann hiriô dira-z-hoc’h ar vennoz hag ar valloz;

27Ar vennoz, mar sen̄tit out kélennou ann Aotrou hô Toué a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô:

28Ar valloz, ma na zen̄tit két out kélennou ann Aotrou hô Toué; hôgen mar pellait diouc’h ann hen̄t a ziskouézann d’é-hoc’h bréman̄ évit kerzout war-lerc’h douéed a-ziavéaz, ha na anavézit két.

29Hôgen pa en devézô ann Aotrou da Zoué da lekéat da von̄t enn douar é péhini éz éz da choum, é likii ar vennoz war vénez Garizim, hag ar valloz war vénez Hébal,

30Péré a zô enn tû all d’ar Jourdan é kichen ann hen̄t a zô trôet war-zû ar c’hûs-héol, é douar ar C’hananéed, péré a choum er c’hompézennou râg-énep da C’halgala, tôst da eunn draon̄ien en em léd hag a ia pell.

31Râk c’houi a dreûzô ar Jourdan, évit perc’henna ann douar a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h, évit ma hô pézô ha ma perc’hennot anézhan̄.

32Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h. ———— XII. PENNAD. Gourc’hémennet eo d’ann Israélited diskara ha brévi ann idolou, paéa ann déogou hag ar bréveûdiou.

← Adlezenn 4Read In The App, Free →Adlezenn 6 →

Study Adlezenn 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334