Eklesiastes 11:10
Kâs-kuît ar vuanégez eûz da galoun, ha pella ann drougiez eûz da gîk; râg ar iaouan̄ktiz hag ann dudi n’in̄t néméd avel. ———— XII. PENNAD. Na c’hortoz két ar gôzni évid heûlia lézen ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 13:26Râk traou c’houérô a skrivez em énep, hag é fell d’id va bévézi enn abek da béc’héjou va iaouan̄ktiz.
Psalms 25:7N’az péz két a goun eûz a béc’héjou va iaouan̄ktiz, nag eûz va diwiziégésiou. Az péz koun ac’hanoun hervez da drugarez, hervez da vadélez, ô Aotrou.
Psalms 39:6Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.
Proverbs 22:15Ar follen̄tez a zô stâg é kaloun ar bugel, ha gwialen ar c’hélen hé c’hasô kuît.
Ecclesiastes 1:14Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.