Eklesiastes 1:14
Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Ar ré fallakr a zô diez da reiza, ha brâz-meûrbéd eo niver ar ré ziskian̄t.
Cross References
Psalms 39:5Chétu éc’h eûz lékéat eur ven̄t verr d’am deisiou; ha va buez a zô ével nétrâ dira-z-od. Évit-gwîr pép dén béô ha pép trâ n’eo némét gwander.
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 2:26Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred. ———— III. PENNAD. Pép trâ é deûz hé amzer.
Ecclesiastes 4:4Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.
Ecclesiastes 4:16Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.
Ecclesiastes 12:8Avel ann avélou, émé ar prézéger, hag avel pép-trâ.