Eklesiastes 11:8
Mar bév eunn dén kalz a vloavésiou, ha mar béz laouen enn-hô, é tlé kaout koun eûz ann amzer a dévalien-zé, hag eûz al lôd brâz a zeisiou; péré pa vézin̄t deûet, a ziskouézô pénaoz n’eo néméd avel kémen̄d a zô tréménet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7C’houék eo ar goulou, hag eunn dra dudiuz eo d’ann daoulagad gwélout ann héol.
Cross References
Job 10:21Abarz m’az inn hép distrô enn douar tén̄val, gôlôet gan̄d disgwél ar marô; 22 Douar reûz hag a dévalien, é péhini é choum skeûd ar marô, hag eunn heûz peûr-baduz, hép reiz é-béd. ———— XI. PENNAD. Sofar a gunuc’h Job é gaou.
Job 14:10Hôgen ann dén pa eo marô, pa eo digiget ha bévézet, pé léac’h éma, mé az péd?
Job 15:23Pa fin̄v évit klask bara, éc’h anavez pénaoz deiz ann dévalien a zô daré da gouéza war-n-ézhan̄.
Psalms 49:20Ann dén pa édo enn énoriou, n’en deûz két poellet kémen̄t-sé: oud al loéned diskian̄t eo bét hévélébékéet, hag eo deûet hével out-hô. ———— XLIX. PSALM. Psalm Asaf.
Ecclesiastes 2:15Hag em eûz lavaret em c’haloun: Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.
Ecclesiastes 2:19Péhini a zeûiô da vestr war va holl labouriou em eûz gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz hag a bréder, hép ma ouzoun pé é vézô fûr pé é vézô foll. Hag eunn dra a zô kenn avéluz?