Levr Job 14:10
Hôgen ann dén pa eo marô, pa eo digiget ha bévézet, pé léac’h éma, mé az péd?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
But man dieth, and wasteth away: yea, man giveth up the ghost, and where is he?
In Context
9Diouc’h c’houéz ann dour é vannô, hag hî en em c’hôlôi a zeliou, ével pa eo bét plan̄tet ken̄t.
11Ével ma teû ann douréier d’en em denna eûz ar môr, ha ma teû eur ster c’houllô da zizéc’ha:
Cross References
1 Chronicles 29:15Râk tréménidi ha diavésidi omp dira-z-oud, ével hon holl dadou. Hon deisiou a zô ével eur skeûd war ann douar, ha n’eûz dalé é-béd.
Job 7:7Az péz koun pénaoz va buez n’eo néméd eur c’houézaden, ha pénaoz na zistrôi ket va lagad d’ar mâd hiviziken.
Job 7:21Pérâk na dennez-té két va féc’hed, ha pérâk na lamez-té két va fallagriéz? Chétu abars néheût é kouskinn er poultr; ha mar klaskez ac’hanoun diouc’h ar beûré, na vézinn mui. ———— VIII. PENNAD. Baldad a damall Job, hag a ziskouéz d’ézhan̄ hé c’hlac’har da gastiz.
Job 11:20Hôgen daoulagad ar ré fallagr a fallô, hag hî a vézô dispennet hép ma hellin̄t tec’hout; hag ar péz a c’héden̄t a vézô argarzet gan̄t hô éne. (M). ———— XII. PENNAD. Job a ziskouéz furnez ha galloud Doué enn hé ôberiou.
Job 17:13Mar gortozann c’hoaz, ar béz a vézô va zî, hag aozet em eûz va gwélé enn dévalien.
Job 20:7Enn divez é vézô kollet ével teil; hag ar ré hô dôa hé wélet, a lavarô: Péléac’h éma?