Eklesiastes 2:1
Mé em eûz lararet em c’haloun: Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 10:6Râk lavaret en deûz enn hé galoun: Na vézinn két horellet a-rumm-é-rumm; dizroug é chouminn.
Psalms 27:8Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.
Ecclesiastes 1:16Komzet em eûz em c’haloun, ô lavarout: Chétu mé a zô deûet da véza brâz, hag éat ounn er furnez enn tu all d’ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem; ha va spéred en deûz gwélet kalz traou gan̄t furnez, hag em eûz desket.
Ecclesiastes 2:15Hag em eûz lavaret em c’haloun: Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.
Ecclesiastes 3:17Hag em eûz lavaret em c’haloun: Doué a varnô ann dén reiz hag ann dén direiz, ha neûzé é vézô amzer pép-trâ.