Eklesiastes 3:17
Hag em eûz lavaret em c’haloun: Doué a varnô ann dén reiz hag ann dén direiz, ha neûzé é vézô amzer pép-trâ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.
Cross References
Ecclesiastes 1:16Komzet em eûz em c’haloun, ô lavarout: Chétu mé a zô deûet da véza brâz, hag éat ounn er furnez enn tu all d’ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem; ha va spéred en deûz gwélet kalz traou gan̄t furnez, hag em eûz desket.
Ecclesiastes 3:1Pép trâ é deûz hé amzer, ha pép trâ, goudé béza bét, a drémen dindân ann én̄v.
Ecclesiastes 11:9En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.
Jeremiah 29:10Hôgen n’az péz két a aoun, ô Jakob va zervicher, émé ann Aotrou, na spoun̄t két, ô Israel: râk chétu mé az tieûbô eûz ar vrô bell, ha da wenn eûz a zouar hô sklavérez; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a gavô pép mâd, ha na vézô den évid hé spoun̄ta.
Daniel 12:4Ha té, Daniel, serr ar geriou-zé, ha siell al levr-man̄ bétég ann amzer merket: meûr a hini a lennô enn-han̄, hag ar wiéziégez a greskô.