Eklesiastes 2:14
Daoulagad ann dén fûr a zô enn hé benn; ann dén foll a valé enn dévalien; ha desket em eûz pénaoz é varv ann eil hag égilé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 49:10Na wélô két ar marô, pa wélô ar ré fûr ô vervel: ann dén diskian̄t hag ar foll a varvô kévret. Hag hî a zilézô hô madou gan̄t tûd a-ziavéaz.
Proverbs 14:8Furnez ann dén fûr eo évésaad oud hé hen̄t; ha diboell ar ré ziskian̄t a zô fazi.
Ecclesiastes 3:19Râk-sé ann dûd a varv ével al loéned, hag hô stâd a zô hével-hével; ével ma varv ann dén, é varv ivé al loen; enn eunn hévélep doaré é tennon̄t hô alan ann eil hag égilé, hag ann dén n’en deûz nétrâ dreist al loen; pép-trâ zô avel hag a blég d’ann avel (T).
Ecclesiastes 6:8Pétrâ en deûz ann dén fûr dreist ann dén foll? Ha pétrâ en deûz ar paour, némét ma kerz d’al léac’h ma éma ar vuez?
Ecclesiastes 8:1Furnez ann dén a luc’h enn hé zremm, hag ann Holl-c’halloudek a drô ann doaré anézhan̄.
Ecclesiastes 9:2Hôgen pép-trâ a zô miret évid ann amzer da zon̄t, hag a choum arvaruz aman̄, ô véza ma c’hoarvez pép-trâ enn eunn doaré kévatal gan̄d ann dén reiz ha gan̄d ann dén direiz, gan̄d ann dén mâd ha gan̄d ann dén fall, gan̄d ann dén glân ha gan̄d ann dén dic’hlan, gan̄d ann hini a lâz viktimou ha gan̄d ann hini a zispreiz ar sakrifisou. Ével éma ann dén mâd, éma ivé ar péc’her; néb a dou é-gaou, ével néb a dou é-gwirionez.