Eklesiastes 2:18
Goudé-zé em eûz argarzet ann holl bréder gan̄t péhini em eûz labouret dindân ann héol, évit lézel eur mâp en dévézô va madou em goudé,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 17:14Eûz a zaouarn énébourien da zourn déou. Aotrou, rann anézhô a-zoug hô buez eûz ann niver bihan war ann douar: leûn eo hô c’hôv eûz ann traou a guzez. Mipien a-walc’h hô deûz; ha lézet hô deûz d’hô bugalé vihan ar madou hô dôa c’hoaz.
Psalms 49:10Na wélô két ar marô, pa wélô ar ré fûr ô vervel: ann dén diskian̄t hag ar foll a varvô kévret. Hag hî a zilézô hô madou gan̄t tûd a-ziavéaz.
Ecclesiastes 1:13Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.
Ecclesiastes 2:26Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred. ———— III. PENNAD. Pép trâ é deûz hé amzer.
Ecclesiastes 5:13Râk mon̄d a réon̄t da-gét enn eur c’hlac’har vrâz; bez’ en deûz bét eur mâp a gouézô er baouren̄tez ar vrasa.
Ecclesiastes 9:9Bév laouen gan̄d ar c’hrég a garez, a-zoug ann deisiou eûz da vuez berr-baduz, a zô bét rôet d’id évid ann holl amzer eûz da avel: râg hen-nez eo da lôd er vuez-man̄, hag el labour éc’h eûz da ôber dindân ann héol,