Eklesiastes 2:17
Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:15Hôgen ma n’eo két da ioul, é pédann ac’hanod d’am lakaat da vervel ha da rei grâs d’in dirâk da zaoulagad, évit na vézinn két glac’haret gan̄t kémen̄d a boan.
Job 3:20Pérâg ef-hen̄ bét rôet ar goulou d’ann dén reûzeûdik, hag ar vuez d’ar ré a zô é c’houervder ar galoun?
Job 7:16Na c’hédann mui béva hiviziken: az péz truez ouz-in, râg ével nétrâ eo va deisiou.
Psalms 89:47Az péz koun pétrâ eo va buez; hag enn aner eo éc’h eûz krouet holl vugalé ann dûd?
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 3:16Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.