Eklesiastes 4:8
Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Enn eur sellet oc’h pép trâ em eûz kavet eunn avel all dindân ann héol.
9Gwell eo éta béza daou kévret égéd unan; râg gôbr hô deûz enn hô c’hévrédigez.
Cross References
Psalms 39:6Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.
Proverbs 27:20Ann ifern hag al loun̄k n’in̄t morsé leûn: ével-sé daoulagad ann dûd né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h.
Ecclesiastes 1:13Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.
Ecclesiastes 4:9Gwell eo éta béza daou kévret égéd unan; râg gôbr hô deûz enn hô c’hévrédigez.
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?