Eklesiastes 4
1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
2Ha mé em eûz meûlet ken̄toc’h ar ré varô égéd ar ré véô.
3Hag eurusoc’h égét-hô holl em eûz kavet ann hini ha n’eo két c’hoaz ganet, ha n’en deûz két gwélet ann droug a réeur dindân ann héol.
4Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.
5Ann dén foll a laka hé zaouarn ann eil enn égilé, hag a zebr hé gig hé-unan, ô lavarout:
6Gwell eo eunn dournad gan̄d éhan, égéd daou zournad gan̄d labour ha gan̄t glac’har a spéred.
7Enn eur sellet oc’h pép trâ em eûz kavet eunn avel all dindân ann héol.
8Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
9Gwell eo éta béza daou kévret égéd unan; râg gôbr hô deûz enn hô c’hévrédigez.
10Mar kouéz unan, égilé hen harpô. Gwâ ann dén hé-unan! râk mar kouéz, n’en dévézô dén évid hé zével.
11Mar kousk daou kévret, en em dommin̄t ann eil égilé; ma n’eûz néméd unan, pénaoz é tommô?
12Mar d-eo kréoc’h unan égéd eunn all, daou a vézô tréac’h d’ézhan̄; eur gorden a dri gôr a zô diez da derri.
13Gwell eo eur bugel paour ha fûr, égéd eur roué kôz ha foll, péhini na oar râg-gwélout nétrâ évid ann amzer da zon̄t.
14Râg a-wéchou ann hini a zô er vâc’h hag er chadennou, a zeû er-méaz évit béza roué; hag eunn all ganet roué a gouéz enn davan̄tégez.
15Gwélet em eûz ann holl dûd véô a valé dindân ann héol gan̄d ann eil zén iaouan̄k a zavô enn hé léac’h.
16Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.
17Laka évez péléac’h é lékéez da droad p’az éez é tî Doué, ha tôsta évit sélaoui. Râg gwell eo ar zen̄tidigez égét viktimou ar ré ziskian̄t, péré na ouzon̄t két pé zroug a réon̄t. ———— V. PENNAD. Reûzeûdik eo ann dén pinvidik é-kreiz hé vadou.