Eklesiastes 6:11
Kalz é komzeur, kalz a c’heriou a lévéreur er strîv, hag avel n’in̄t kén. ———— VII. PENNAD. Talvoudusoc’h eo ar furnez égéd ar madou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Seeing there be many things that increase vanity, what is man the better?
In Context
Cross References
Ecclesiastes 1:6Éz â étrézég ar c’hrésteiz, hag é trô étrézég ann han̄ter-nôz: ann avel a drô a bép tû, hag a zistrô war-n-ézhan̄ hé-unan, oc’h ôber trôiou brâz.
Ecclesiastes 2:3Mennet em eûz em c’haloun tenna va c’hîk diouc’h ar gwîn, évid dougen va spéred d’ar furnez, ha tec’hout diouc’h ar follen̄tez, kén n’em bijé gwélet pétrâ a zô mâd da vugalé ann dûd, ha pétrâ a dléon̄t da ôber dindân ann héol héd holl zeisiou hô buez.
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Ecclesiastes 4:16Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.
Hosea 12:1Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.