The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 6

1Béz’ éz eûz c’hoaz eunn drouk em eûz gwélet dindân ann héol, hag a zô paot é-touez ann dûd:

2Eunn dén da béhini en deûz Doué rôet madou ha danvez hag énor, ha péhini en deûz kémen̄t a c’hoan̄ta da gaout: a béré n’en deûz két rôet Doué d’ézhan̄ ar galloud da zibri anézhô; hôgen ma vézin̄t loun̄ket gan̄d eunn dén a-ziavéaz; kémen̄t-sé zô avel hag eur reûz brâz.

3Ha pa en défé ganet eunn dén kan̄t mâb, ha pa en défé bévet meûr a vloaz, ha ma vé deûet da véza kôz; ma na denn két hé éné hé c’hounid eûz hé vadou hag eûz hé zanvez; ha mar tiouér eur béz; mé a lavar pénaoz eur sioc’han a zô gwelloc’h éget-han̄.

4Râg enn-aner eo eo deûet, hag é kerz enn dévalien, hag hé hanô a vézô kollet enn an̄kounac’h.

5N’en deûz két gwélet ann héol, ha n’en deûz két anavézet ar mâd diouc’h ann drouk.

6Ha pa en défé bévet daou vil bloaz, ma n’en deûz két perc’hennet hé vadou; ha n’éz éon̄t két holl d’ann hévélep léac’h?

7Holl labouriou ann dén a zô évid hé c’hénou; hôgen hé éné na vézô két leûniet.

8Pétrâ en deûz ann dén fûr dreist ann dén foll? Ha pétrâ en deûz ar paour, némét ma kerz d’al léac’h ma éma ar vuez?

9Gwell eo gwélout ar péz a choan̄taeur, égét c’hoan̄taat ar péz ha na ouzeur két; hogen kémen̄t-sé a zô ivé avel hag herder a spéred.

10Néb a dlé beza, a zô a-vréma anavézet dré hé hanô; gouzoud a réeur pénaoz eo eunn dén, ha pénaoz na hell két striva é barn a-éneb ann hini a zô tréac’h d’ézhan̄.

11Kalz é komzeur, kalz a c’heriou a lévéreur er strîv, hag avel n’in̄t kén. ———— VII. PENNAD. Talvoudusoc’h eo ar furnez égéd ar madou.

← Eklesiastes 5Read In The App, Free →Eklesiastes 7 →

Study Eklesiastes 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112