Eklesiastes 4:16
Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 15:12Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.
2 Samuel 19:9Hag ann holl bobl a strivé é holl vreûriézou Israel, ô lavarout: Ar roué en deûz hon tennet eûz a zaouarn hon énébourien; hon tennet en deûz eûz a zaouarn ar Filistined: ha bréma é tec’h eûz ar vrô enn abek da Absalom.
Ecclesiastes 1:14Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.
Ecclesiastes 2:17Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.