Eklesiastes 6:2
Eunn dén da béhini en deûz Doué rôet madou ha danvez hag énor, ha péhini en deûz kémen̄t a c’hoan̄ta da gaout: a béré n’en deûz két rôet Doué d’ézhan̄ ar galloud da zibri anézhô; hôgen ma vézin̄t loun̄ket gan̄d eunn dén a-ziavéaz; kémen̄t-sé zô avel hag eur reûz brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Béz’ éz eûz c’hoaz eunn drouk em eûz gwélet dindân ann héol, hag a zô paot é-touez ann dûd:
Cross References
Judges 18:10Mon̄d a raimp é-touez tûd leûn a fisian̄s, enn eur vrô éc’hon-brâz, hag ann Aotrou a rôiô d’é-omp al léac’h-zé, é péhini na ziouer nétrâ eûz a gémen̄t a gresk war ann douar.
1 Chronicles 29:25Ann Aotrou a zavaz éta Salomon war Israel holl; hag hén̄ a rôaz d’hé rén eur c’hloar né dôa két bét hé far enn hé raok gan̄d hini eûz a rouéed Israel.
Psalms 17:14Eûz a zaouarn énébourien da zourn déou. Aotrou, rann anézhô a-zoug hô buez eûz ann niver bihan war ann douar: leûn eo hô c’hôv eûz ann traou a guzez. Mipien a-walc’h hô deûz; ha lézet hô deûz d’hô bugalé vihan ar madou hô dôa c’hoaz.
Psalms 73:7Hô fallagriez a zô ével savet eûz hô lard; da c’hoan̄tégesiou hô c’haloun in̄t en em rôet.