Eklesiastes 6:3
Ha pa en défé ganet eunn dén kan̄t mâb, ha pa en défé bévet meûr a vloaz, ha ma vé deûet da véza kôz; ma na denn két hé éné hé c’hounid eûz hé vadou hag eûz hé zanvez; ha mar tiouér eur béz; mé a lavar pénaoz eur sioc’han a zô gwelloc’h éget-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Râg enn-aner eo eo deûet, hag é kerz enn dévalien, hag hé hanô a vézô kollet enn an̄kounac’h.
Cross References
1 Chronicles 28:5Hag é-touez va mipien (râg ann Aotrou en deûz rôet kalz mipien d’in) en deûz dibabet Salomon, va mâb, évid hé lakaad da azéza war drôn rouan̄télez ann Aotrou war Israel.
Esther 5:11Hag é komzaz d’ézhô eûz a vrasder he vadou, eûz ann niver brâz eûz hé vipien, hag eûz ar c’hloar vrâz da béhini en dôa hé zavet ar roué dreist hé holl brin̄sed hag hé holl zervicherien.
Esther 9:14Hag ar roué a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével-sé; ha râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza; hag ann dék mâb Aman a oé krouget.
Job 3:16Pé ével eur sioc’han kuzet na vijenn két béô, pé ével ar ré a zô bét en̄géhen̄tet ha n’hô deûz két gwélet ann deiz.