Eklesiastes 9:11
Trôed ounn enn ennn tû all, hag em eûz gwélet pénaoz né két ar réd évid ar ré skan̄va, nag ar brézel évid ar ré gréva, nag ar bara évid ar ré fûr, nag ar madou évid ar ré zesket, nag ar c’hrâd-vâd évid ar vichérourien; hôgen éz â pép-trâ diouc’h ann amzer hag ann darvoud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 2:18Tri mâb Sarvia, Joab, hag Abisai, hag Asael a oa énô: hôgen Asael a oa eur réder brâz; hén̄vel é oa oud ann iourc’hed a zô er c’hoajou.
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.
Job 5:11Péhini a uc’héla ar ré a oa izéléet, hag a zic’hlac’har ar ré a oa enn doan;
Psalms 33:16Né két gan̄d hé c’halloud brâz é vézô savétéet eur roué; na gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet eul lan̄gouinek.