Eklesiastes 9:10
Grâ buan kémen̄d ha ma hellô ôber da zourn; râk na vézô mui na labour, na reiz, na furnez, na gwiziégez er béz, étrézé péhini en em hastez da von̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 10:7Hag hén̄ a géméraz hé zaou éjenn, hag a drouc’haz anézhô a dammou, hag hô c’hasaz da holl harzou Israel dre zaouarn ar c’hannaded, ô lavarout: Nép na zeûi két er-méaz war-lerc’h Saül ha Samuel, é vézô gréat ével-sé d’hé éjenned. Doujan̄s ann Aotrou a grôgaz éta er bobl, hag hî a zeûaz er-méaz ével eunn dén hép-kén.
1 Chronicles 28:20David a lavaraz c’hoaz da Zalomon, hé vâb: Kalounéka, hag en em gréva, ha labour: n’az péz ked a aoun, ha na spoun̄t két: râg ann Aotrou va Doué a vézô gan-éz, ha n’az distolô két, ha n’az dilezô két, kén n’az pézô peûr-c’hréat holl labour servich ti ann Aotrou.
Nehemiah 2:12Ha mé a zavaz a-héd ann nôz, ha nébeûd a dûd gan-én̄; ha na liviriz da zén ar péz en dôa lékéat ann Aotrou em penn da ôber é-kén̄ver Jéruzalem; ha né oa énô marc’h é-béd gan-én̄, néméd ann hini war béhini é oann azézet.
Nehemiah 4:6Ével-sé é assavchomp ar vûr, hag é aozchomp anézhi holl bétég ann han̄ter, ha kaloun ar bobl en em gen̄traouaz d’al labour.
Nehemiah 4:17Ar ré a zavé ar vûr, hag ar ré a sougé ar bec’hiou, hag ar ré a gargé anézhô, a réa hô labour gan̄d eunn dourn, hag a zougé hô c’hlézé gan̄d ann dourn all: