Eklesiastes 9:12
Ann dén na anavez két hé zivez: hag ével ma pakeur ar pésked gan̄d ann higen, hag al laboused gan̄d ar rouéjou, ével-sé ann dûd a zô paket gan̄d ar gwall amzer, pa en em daol war-n-ézhô râk-tâl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Gwélet em eûz ivé ar furnez-man̄ dindân ann héol, hag em eûz kavet é oa brâz:
Cross References
Psalms 11:6Lakaad a rai da c’hlavia lindagou war ar béc’herien: tân, ha soufr, hag avel ann arnéou eo kôp hô digwéz.
Psalms 73:19Pénaoz in̄t-hi kouézet enn an̄ken? Enn-eunn-taol in̄t bét dispennet; kaset in̄t bét da-gét enn abek d’hô fallagriez.
Proverbs 7:22Râk-tâl ez â war hé lerc’h ével eunn éjenn a gaseur d’ar marô, hag ével eunn oan a lamm; ha na oar két, dén diskian̄t ma’z eo, pénaoz her c’haseur d’ann éréou,
Proverbs 29:6Ar rouéjou a strôbô ann dén fallagr a béc’h; hag ann dén reiz a veûlô Doué hag en em laouénai.
Ecclesiastes 8:8N’éma két é galloud ann dén derc’hel ar spéred; n’en deûz galloud é-béd war zeiz ar marô; na hell két kaout a arsaô er brézel a c’hourdrouz anézhan̄; hag ar fallagriez na dennô két ar fallagr a boan.
Isaiah 30:13Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé?